Krouiñ e brezhoneg
Création en breton

Piv eo Barzhanoff ?
Qui est Barzhanoff ?

Istor Barzhanoff

  • 2001 - 2015

E 2001 e oa bet ganet ar strollad Barzhanoff e kêr Roazhon diwar youl un nebeud skolidi ha kelennerien eus ar gevredigezh Skol an Emsav. Mankout a rae dezho gwelet e brezhoneg ar seurt abadennoù c’hoariva a blij dezho ; da lavaret eo c’hoariva birvidik, leun a startijenn ha diazezet kentoc’h war ar fiñval hag ar c’hoarioù leurenn a-benn gellet dedennañ ivez ar re na gomprenfe ket (c’hoazh) ar yezh zoken. Ne oa ken met stagañ ganti. Dibaoe e vez douget Barzhanoff gant ur skipailh liesliv.

La troupe Barzhanoff est née en 2001 à Rennes de la volonté de quelques élèves et enseignants de l’association Skol an Emsav. Ils désiraient voir employer le breton sur scène dans des spectacles de théâtre plus proches de leurs goûts ; c’est-à-dire un théâtre bien vivant, débordant d’énergie et basé d’abord sur le mouvement et les jeux de scène afin de pouvoir attirer aussi ceux qui ne comprendraient pas (encore) la langue. Il n’y avait plus qu’à s’y mettre. Barzhanoff est portée depuis par une équipe polychrome.

  • Roll pezhioù
  • Evit an dud deuet : “Muntr er Vro Vigoudenn”, “Kig ha faltazi”
  • Evit ar vugale : “Glebajoù boemus”
  • Evit gouelioù fin ar bloaz SAE : sketchoù ha pezhioù c’hoariva berr
  • Evit Nozvezh ar Mirdioù : “Glas pe bleu”
  • Evit Ar Redadeg 2008 : “Eliksir an Tad Maner”
  • Evit Ar Redadeg 2014 : “Duplex gant Skipailh Montroulez”
  • Adalek 2015

E 2015 e oa cheñchet palioù ar gevredigezh : “sevel filmoù pe abadennoù c’hoariva e brezhoneg evit an holl, brezhoneg ganto pe get, hag aozañ darvoudoù”.

Perak ar cheñchamantoù-se ? C’hoant hon eus implijout teknologiezhioù ha doareoù a-vremañ - da lavaret eo skignañ ur rummad filmoù dre internet. Ar web-stirad a zo anvet “Evel Ki Ha Kazh”.

    Le projet de la troupe Barzhanoff a changé en 2015 : “ proposer des films ou spectacles de théâtre en breton pour tout public, parlant breton ou non, et d’organiser des événements“. Pourquoi ces changements ? Nous souhaitons utiliser les technologies modernes - c’est à dire diffuser une série de films sur internet. Notre web-série s’appelle “Evel Ki Ha Kazh”.

  • Ar Varzhanoviz :
  • Céline Piel
  • Gwenola Kerrain
  • Joann An Dorh
  • Kristin Talarmin
  • Laurence Guillo
  • Maëlle Brazmilin
  • Martial Evano
  • Pascale Bop
  • Patrice Naegele
  • Meriadeg Vallerie
  • Pascal Nignol
  • Trefina Kerrain
  • Véronique Aulnette
Barzhanoff
Glebajoù Boemus
Kig-ha-faltazi
EKHK
Skipailh